BREIZH

AR VOD DE VROUSTIN : A 9 DE 99 VLE
1 - Broustet ar lein hag an dias peb unan d'é dro.



2 - Roulet ho proust dent ag ar c'hig-dent trema an dent (implijet hi él ur skubelenn,ag ar ru d'ar gwenn).



3 - A dreuz: lakaet ar vroust war hé c'hostez war ar c'hig dent.



4 - Sevenet ur pennad-hent evid gober tro rac'h an dent hep ankoehat ar lein anezhé.

Breizh
Evit ar ré o deus c'hoant d'ober ardro o yezh él ardro o yec'hed, setu digoret ur bajenn é brezhoneg.

Bugalé skoliou diwyezhek, Diwan, hag ar ré aral ivez, DIGORIT HO PEG hag ho taoulagad :
Déoc'h c'hwi éo hi lakaat de viuein.
Enni é kavéec'h displegadennou, respontou d'ho koulennou, ha perag pas … poelladennou ?

El peb blé, é vo groeit ar blé-man un enklask ér skoliou evit ar ré CP ha CE2. De getan é krogéemb neusé dré zeskin déoc'h penaoz broustin ho tent d'an oadou-sé.

Kenavo, ha betag édan berr ma faot déoc'h.